Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

James n’ho quitaïn, gret ar pez a gueret.

Ar C’hondt

James n’en rentan, quent en er brecipiten.

Sant Bernard.

En ano da Doue a zo Crouer dar bed.

Ar C’hondt

Coulz e zeo dit pidi en ano Mahomet.

Sant Bernard.

En ano an Ele hac ar Sent zo en evo.

Ar C’hondt

En ano an Diaoul dimeus an iffernio.

Sant Bernard.

Ma Doue, ma C’hrouer, roït din oc’h azistanç.

Ar C’hondt

Ha c’houi roït oc’h ini dime, dizesperanç.

Sant Bernard.

Mari, mam da Doue, ho pet onten true.

Ar C’hondt

Me guitta Jupiter, ma n’an be da bue.

Sant Bernard var e zaoulin.

Distro ouz Jesus-Christ, goulen ontan pardon,
Dre verit deus e maro hac e bassion,
Ho contempli er poagnio en devoe e vam guer,
Pa voa ouz er goelet ho prena ar pec’her.

Ar C’hondt var e daoulin a rent e gleve.

Me renonç pen-da-ben d’am bue tremenet,
Moyennant azistanç hor Salver biniguet,
Hac ar Voerc’hes Vari; on nes zo bepret mad
Ouz he oll bugale, memeus pa zint ingrat,
Me c’houlen diganti he benediction,
Ha digant ma Jesus e c’houlennan pardon.

Sant Bernard.

Courach, ma mignon, Doue da vezo meulet :
Adieu, Autro ar C’hondt, quen a vo ar c’henta goellet.
Biscoaz quement a joa nen devoe den er bed,
Evel ma meus breman pan doc’h convertisset.

Ar C’hondt

O glorius Vari, guir vam d’on Redemptor !
Mizelour excellant, stereden deus ar mor.