Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 98 -

niverus da stourm ouz armeou ar Republik. 21. E Breiz ar chouanted ne rejont ket nemeur a dra enep soudarded ar Gonvansion : eun taolig aman, eun taolig a-hont ! 22. Re hir e ve rei doare aman eus an holl emgannou-man. Ar pennou uhella e-touez ar chouanted e oe La Rouerie, Boishardy, Kermartin, Jord Kadoudal ha Per Guillemot, letanant heman, leshanvet Roue Begnon. 23. E departamant ar Morbihan en em gave ar chouanted an nerzusa.

5. Kannaded Breiz harluet. — 24. Epad ma tilamme ar chouanted war ar c’heriou republikan, ar c’haeriz a oe nec’het bras, rak en tu-hont d’ar gwall a zeue a beurz ar chouanted, e welent ar Gonvansion o kemer droug oute. 25. Pa zeuas amzer ar Spont, « La Terreur », Breiz a droas kein da Bariz hag en em unanas gant an Normandi evit sevel bannielou ar Ranvroelez. 26. E miz mae 1793 eur rumm kannaded, hanvet ar Jirondined, a oe harluet, ha Breiz a yeas a du gante. 27. Tud ar peuc’h a oe trec’het gant konsorted « Robespierre ». Ar gwad a ruilhas, ha kannaded Breiz a yeas da guzat er c’hoajou don.

6. Ar Spont. — 28. Ar Spont a ’n em ledas war ar vro p’arruas a Bariz an dispac’her Carrier hag e gonsorted d’aesa lakaat Breiz da zenti. 29. Carrier, deut da voueta ar wilhotin e Roazon, a renkas kuitaat ar ger-man dirak enebiez kalonek ar maer. 30. Heman oa eur paour kez kemener. E hano, Leperdit, a dleje beza garanet war eun daolen arem hag enoret da virviken. 31. Carrier