Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 100 -

9. Ar Vreiziz en Armeou Bro-C’hall. — 45. Daoust da Vreiz beza kollet ganti he broadelez e nozvez ar 4 Eost 1789, bepred e skoazellas ar Franz enep d’hec’h enebourlen. 46. He mordeidi a vrezellas war vor gwell eget biskoaz. 47. En 1794 ar gernez a oa o ren. Skouadren « Villaret-Joyeuse » a zigoras an hent da 200 lestr, karget a winiz, o tont eus an Amerik. En digouez-man e oe islonket al lestr ar « Vengeur » e keit ma youc’he ar vordeidi, Breizis evit an darnvuia : Bevet ar Republik !

48. Rederien-vor Sant-Malo, an Naoned hag an Oriant, Surcouf, Desajeno, Dutertre, a reas kalz a zroug da gemwerz an enebourien. 49. Ar jeneral Moreau, ganet e Montroulez, a ’n em c’holoe a gement a lore ken ma teue aon da Vonapart rak eun den ker kalonek ha ker skiantek. 50. Malo Corret, leshanvet an « Tour d’Auvergne », ganet e Keraez, a c’honeze eur vrud divarvel araok mervel war leur vrezel Oberhausen ar 27 a vezeven 1800. An Tour d’Auvergne a zo bet hanvet Kenta Grenadour ar Republik. E hano zo garanet don hag evit birviken war daolennou arem an aberz (sacrifice) broadel.

9. Ar peuc’h gant ar Chouanted. — 51. Er bloaz 1798, Bonapart, kenta konsul, goude beza diskaret gouarnamant an « Directoire », deut goude ar Gonvansion, a gasas ar jeneral « Hedouville » d’ar « Vendée » hag ar jeneral Brun e Breiz evit ober ar peuc’h. 52. An hini kenta a drec’has war ar chouanted en emgann Grand-