Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 102 -

en em glevas gant ar jeneral « Pichegru » evit dont a-benn a Vonapart. 62. Pichegru a oa troet evit ar prinz Bourbon a zeuas da veza dlvezatoc’h Loeiz XVIII. 63. Kalz a dud vrudet a zeuas da ’n em unani gante ; en o mesk ar jeneral Moreau, ar Markiz « de Rivière », « Armand » ha « Jules de Polignac ». 64. An taol a dlee beza graet da noz etre Pariz ha Sant-Coud, lec’h ma tremenje Bonapart. 65. An taol a ’n em gavas diskleriet. 66. Pichegru a oe krouget en e brizon. An daou Bolignak a oe pardonet d’eze. Kadoudal gant dek eus e gonsorted a oe dibennet. Jord en devoa 33 bloaz ; e letanant Guillemot a oe dibennet e Gwened. 67. Moreau a oe barnet d’an harlu er Stadou-Unanet. Distrei a reas d’an Europ, hag er bloaz 1813 e oe lazet etouez ar Rusianed oc’h en em ganna enep d’ar Fransizien. Moreau a oa eur mestr brezellour eus ar c’henta ha panevet da warizi Bonapart e vrud vad a vije savet etouez ar re c’hlana.

13. An Impalaerded Kenta. — 68. Napoleon a zo bet hanvet gant ar Barz breizad Brizeuk eur « bleiz a vrezel ». 69. Sevel a reas tud yaouank e Breiz evit kreski e armeou ha mont da c’honit broiou. 70. Ne chomas ken a zivrec’h evit al labour-douar. 71. Koulskoude ar zoudarded a gare anezan, hag, en em gavet er ger, e kanent e veuleudiou. 72. Breiz, gant an amzer, a zeuas da ankouez gwad he bugale skuilhet gant an Impalaer, hag en em stagas outan. 73. Kalz divezatoc’h, er bloaz 1849, pa oa ar c’houlz da voti a du