Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 103 -

pe eneb e niz Loeiz Bonapart, an dud diouiziek a votas evit heman o kredi voti c’hoaz evit Napoleon koz, maro pell a oa. 74. Tud ar c’heriou, bet troet meurbet evit Napoleon, a skuizas gant eun tirant ken oazus evit an holl. 75. An 3 a viz ebrel 1814 e oe kelc’hiet gant armeou en Europ. Ar Breizad Lanjuinais a c’houlennas digant ar Sened didroni an Impalaer.

14. Ar Rouelez adnevezet. Ar C’hant dervez. — 76. Breur Loeiz XVI a zavas war an tron gant an hano a Loeiz XVIII. 77. Ar Vreiziz hag o devoa difennet ar Rouelez gant kement a galon hag a daerded, a welas hepdale e oant en em faziet. 78. Ar gouarnamant kreizek, aozet gant Bonapart evit eun Impalaer, a oa kenkoulz aozet evit eur Roue. Ar Roue nevez en em gavas en e aez e gwele hag e kador an Impalaer. 79. Lemet e oe o armou digant ar re o devoa roet o foan ha skuilhet o gwad evit difenn ar Rouelez epad an Dispac’h. 80. Ar gaeriz a zeuas da gaout keuz d’an Impalaer. 81. Tud yaouank an Naoned ha Roazon a ’n em glevas adarre evel en 1790, ha Napoleon, bet harluet en Enezen Elba, a zistroas war e giz evit ren ar Franz adarre epad tri miz, pe gentoc’h evit brezelli, gant soudarded Breiz endro d’ezan. 82. En emgan Waterloo, 18 a vezeven 1815, Napoleon a oe troet e blaneden. Eno e oe pladet evit mad. 83. Ar jeneral Kambronn, eus an Naoned, a ’n em gavas gant e zoudarded e kreiz eur strolladen Saozon. Ar re-man a roas urz d’ezan da ’n em lakaat en o zrugare. Respont