Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 104 -

Kambronn a zo chomet brudet ; n’halle ket beza berroc’h : Ne laras nemet eur ger : Kaoc’h ! e galleg. 84. Ren Napoleon ne oa padet en dro-man nemet kant dervez. Ac’hane ez eo bet hanvet an amzer-man « Gouamamant ar C’hant Dervez ». 85. An Impalaer a oe kaset d’an harlu gant ar Zaozon da Enezen Zantez-Helena, e lec’h ma varvas er bloaz 1821. 86. Breiziz diwar ar maez a oa en em glevet a-hend-all evit diskar Napoleon. Skolerien skolaj Gwened a oe ar re vrudeta. An emzao-man a zo bet hanvet ar Chouanerez Bihan. Lakaat a reas tron an Impalaer da grena. 87. Tud yaouank an Naoned a ’n em lakaas gant soudarded Napoleon evit stourm ouz ar chouanted.

15. Loeiz XVIII. — 88. Loeiz XVIII a oa aet da guzat da ger Gand e Bro-Velgia. Distrei a reas goude lam an Impalaer hag ec’h adsavas war an tron. 89. E c’houarnamant a chomas e-kever Breiz pez e oa bet araok ar C’hant Dervez. 90. An Noblans, bet harluet gant an Dispac’h, a oe roet d’ezo gant ar Gampr eur milliard da ranna etreze. 91. Digoret e oe d’eze ive ar re wella etouez ar C’hargou-uhel. 92. Ar Vreiziz a oe awalc’h d’eze sellout ar re-all o skrapat hag o tastum. 93. Diskadurez ar bobl e Breiz ne oe ket gwellaet : dalc’het e oe e dismegans he yez hag hec’h istor. 94. Koulskoude an diskadurez vrezonek he dije gallet tostaat an eil d’egile tud ar c’heriou ha tud ar maeziou. An diskadurez-man a roe aon d’ar rouelerien.