Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 106 -

Rouelerien hag a oa a du gant an Duk a Vourdel, Herri V, « comte de Chambord », ha gant e vamm, an « Duchesse de Berry », a c’hoantaas sevel ar Morbihan enep da Loeiz Fulup. An taol a c’houitas. 104. Dindan ar renadur-man an dud ne oant aotroet da voti, nemet ar re a baee a-us da 200 liur a dailhou. 105. An dud diwar ar maez, evit an damvuia, ne ouient ket a be seurt talvoudegez e oa ar votadeg, ha dre-ze ne glaskent ket gonid ar gwir da voti. Ar vourc’hizien, gant aon rak ar c’houerien, a leze ar re-man en o ziouiziegez. 106. (En 1858 ne oa c’hoaz nemet ker an Naoned o c’houlen, gant an nemorant eus ar Fransizien, ar gwir da voti evit kement sitoian a oa er ward vroadel). 107. Er bloaz 1848 Loeiz Fulup a oe taolet diwar e dron. 108. Er mare-man meur a Vreizad a c’honezas brud kaer en Aljeri. 109. Ar bobl a oe eurus dindan Loeiz Fulup. 110. Er bloaz 1833 an diskadurez poblek a oa bet urziet er Franz. Ne oa ket kemennet studia ar brezoneg er skoliou e Breiz, hogen ar mestrou a helle kelenni ar vugale evel ma kerent. 111. E-pad ren Loeiz Fulup, Breizis an Douar-Bras ha Breiziz Tramor a ’n em vodas en Abergavenny (Bro-Gambre). En em unani a rejont evel kerent, tud savet diwar eun hevelep gouenn.

18. Loeiz Napoleon. — 112. Ar Republik a oe embannet er Franz e miz c’houevrer 1848. Digemeret mat e oe e Breiz gant an holl. 113. Pobl ar Franz hag ar Vreiziz, dreist-oll ar re hep deskadurez, a votas da genta evit lakaat Loeiz Napoleon