Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 108 -

zas pegement a skoazel vad a roe ar Vreiziz d’ar Franz. Ar vartoloded — Breiziz holl kouls laret — dre ne oe ket a vrezel war vor, a zeuas da vrezelli war zouar. En em ganna a rejont evel leoned, dreist-oll er Bourget. Spontus e oant gant o bouc’hili. 124. Eun armead a oe savet e Breiz gant Keratry evit mont da harpa ar Franz.

125. Meur a vrezellour breizad a zo bet brudet er mare-man : Lambert, a Geraez, pôtr ar « c’hartouchenno diveza » ; Ar Flo a Lesneven ; Trochu a Gerveur : heman a oe laket e penn ar Gouarnamant. Ne c’honezas ket an trec’h, hogen ne gollas ket, da vihana, e fizians e tonkadur mat ar Vroad.

126. Keratry en devoa eta dastumet ar Vreiziz a youl vad er pemp departamant. Ar Vreiziz-man a oe kaset da Gonli, demdost d’ar Mans. 127. Gouarnamant an Difennerez broadel ne fellas ket d’ezan digemer o skoazel, ha koulskoude pevar Breizad a oa en o fenn : Trochu, ar Flo, Jul Simon ha Glais-Bizoin. Gambetta en devoa aon rak gwelet ar Vreizis o tont da gaout eun arme gouest da zevel eur roue war an tron. 128. Ken na oe arru an deiziou diveza, ar Vreiziz a chomas hep fuzuilhou. Gant bizier koad e veze disket d’eze ober an ekzersis. 129. E-mesk ar fank, dindan an dour, eun niver bras a Vreiziz a dapas klenvejou marvel e « Gamp Conli ». 130. Nebeut aneze a hellas beza kaset dirak an Alamaned. Ne oent kaset da vrezelli nemet pa oe gwelet skler e oa kollet an taol evit ar Franz. 131. Evel