Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 109 -

ma oent bet nebeut kelennet, ha dre ma oant bleniet fall, soudarded Breiz a ’n em lodennas er Mans evit mont du-man ha du-hont.

132. Breiz a ’n em dennas koulskoude gant enor eus an darvoud-man, pegwir hec’h hano a zo chomet stag ouz difennerez ar Bourget, ouz Castillon, Champigny, Montretout, Loigny, Paté, Auvours, hag all.

21. An Drede Republik. — 133. Ne oa ket c’hoaz divezet ar brezel-man p’en em gavas ar Franz gwall-nec’het gant ar Gomun « la Commune » e Pariz. Houman a oe embannet gant tud diroll. 134. Breiz n’he devoa ket da c’houzanv a gement-man. Hogen krizder ar re-ru a reas d’ezi mont a du gant ar re-wenn. Ar c’hannaded kaset gant ar Vreiziz da Vourdel, e lec’h ma oa dastumet ar gouarnamant, a oa hogos holl rouelerien. 135. An darnvuia a grede e oa ar frankiz hag an urz e tu ar roue, hag an dizurz hag an dispac’h e tu ar Republik.

136. Herri V en devoa roet e c’her da zigreizi ar c’houarnamant, kals pe nebeut, ha da ober eur Rouelez a zoare er Franz. Pep Rann-Vro a dlee kaout, emezan, he loden er c’houarnamant. 137. Ar Rouelez ne zeuas ket da vad. 138. Aboue ar mare-man ar sperejou o deus labouret. An darn-vuia eus ar Vreiziz a zo deut da garout ar Republik, rak ar Republik a dle rei ar gwiriou da bep-hini herve giz ar C’helted. 139. Eur Republik evel houman o devoa c’hoantaet sevel en 1793, a-gevred gant ar Jirondined.