Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 111 -

n’ouzont ket an tu d’arruout bete spered ar Vreiziz vihan.

149. Ar Vreiziz o deus meurbet enoret lennegez ar Franz epad an XIXt kantved. Hanvomp dreist-oll Chateaubriand, Lamennais hag Ernest Renan. An tri-man o deus roet ar pleg d’ar sperejou gall. Skrivet o deus er yez gallek, hogen evel Kelted o deus sonjet.

150. Hanvomp c’hoaz Elisa Mercoeur, Hippolyte de la Morvonnais, Edouard Turquety, Hippolyte Lucas, Charles Monselet, Emile Souvestre, Paul Féval, Raoul de Navery, Hippotyte Violeau, Villiers de l'Isle Adam, Ar C’huerou, Lud Jean, hag all.

151. An istor, ar roman, ar filozofiez, ar varnouriez (critique), ar gevredoniez (sociologie), kement labour a spered a heller ober, a zo bet graet en eur stum a zoare gant skrivagnerien Breiz epad an XIXt kantved.

152. Breiz he deus roet ive medesined a dalvoudegez kaer evel Broussais ha Laennec. Heman a ijinas ar selaouerez-skevent, pe « auscultation ».

24. Skrlvagnerien Breiz araok dihun bras 1898. — 153. Breiz, dre al labouriou kaer graet e brezoneg epad ar c’hantved diveza, he deus c’hoaz roet eun testeni eus nerz he buez vroadel, hag eus he spered dishenvel. 154. Malo Corret (pe an Tour d’Auvergne), ar Brigant, ar Gonidek o deus savet yezaduriou ha geriaduriou. 155. En envor an Tour d’Auvergne e oe krouet e Pariz, en amzer an « Directoire », eun « Académie Cel-