Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 112 -

tique » evit pleal gant lennegez ar Vreiziz. E-touez hec’h izili vrudet e kavomp ar Gonidek ha Cambry. Heman en devoa skrivet er mare-ze eul levr brudet, hanvet « Voyage dans le Finistère ». 156. Ricou ha Guebriant o deus danevellet mojennou evel Lafontaine. Brizeuk a ganmeulas Breiz e galleg hag e brezoneg. Hersart a Gervarker a zastumas, er Barzaz Breiz, soniou ha gwerziou ar bobl. 157. Ar Barzaz Breiz a zo bet lennet ha meulet er bed holl. Goude beza lennet al levr kaer-man, George Sand, skrivagnerez vruded a Vro-C’hall, a lare krenv hag uhel : Ne dle den ebet tremen e-biou d’eur Breizad hep lemmel e dog d’e zaludi. 158. Fanch an Uzel a zavas ive gwerziou a dalvoudegez. Milin a zo bet eun daneveller dispar. Kerambrun, Pengwern, Prosper Proux (eur gwir Rabelais breizad), ar Yann, hag all, o deus graet eun niver bras a rimadellou, a gantikou, a varzonegou. 159. Hanvomp c’hoaz ar chaloni ar Joubioux, eus Gwened, a gave kaeroc’h pleg-mor Gwened eget hini Napl ; Ar Skour, oberour « Telen Rumengol » ha « Telen Wengamp », Olier Souvestr hag a ganas Keris, hag an abad Guilhom, kaner al labour-douar, hag a zigas da sonj a Virjilius, Kelt hen e-unan ha barz e yez ar Romaned.

25. Ar Gorsedd hag ar Spered keltiek. — 160. Er bloaz 1899 eur Breizad hanvet Yann ar Fustek, ganet e Rostren er bloaz 1855, a yeas da Eisteddfod Kaerdiz e Bro-Gambre, e penn eur bagad Breiziz. Eno e oa staget a nevez al liam-