Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 113 -

mou etre ar Vreiziz hag ar C’hambreiz. 161. Ar Fustek hag eur c’hannad all bennag a oe digemeret barzed war ar « Maen-Log » gant an Arc’h-Drouiz Hwfa Mon. 162. Ar bloaz warlerc’h, Gorsedd Barzed Breiz a oe krouet e Gwengamp ha lakaet dindan renadur Yann ar Fustek hanvet Drouiz-Veur gant al lez-hano-man : Yann Ab-Gwilherm. 163. Er bloaz 1901, eur c’hendalc’h oll-geltiek a oe graet e Dublin, kaer-veur Iverzon. Eno, war eur maen-hir, rannet e pemp loden, e teuas kannaded ar pemp bro geltiek d’ober al le, pep-hini evit e vro, da chom unanet da virviken. 164. Ar pemp bro geltiek-man a zo : Bro-Gambre, Breiz-Izel, Alban pe Skoz, Iverzon hag Enezen Man. Er broiou-man e komzer bepred eur yez keltiek. 165. Ar Gorsedd a zo bet krouet evit mirout e Breiz ar spered keltiek evel ma ’z eo bet miret e Bro-Gambre gant Gorsedd Ynys Prydain. 166. Eur vroad a varv pa goll he yez, rak pa goll he yez e koll ive he spered hag he broadelez. 167. Ar varzed o deus graet al le da zifenn beteg ar maro yez o bro Breiz-Izel, ha da gelenni ar Bobl. 168. Breiz a dle beza ar genta eus broiou an Douar-Bras evel ma ’z eo he c’hoar, Bro-Gambre, ar genta eus broiou Breiz-Veur. 169. Ar C’helted a zo bet Sevenourien an Europ, en Amzer goz. Ar c’halvidigez o deus bet digant ar C’hrouer a bado keit hag ar Bed. 170. Bevet Breiz da Virviken !