Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 9 -

Etrusked. Rouane Rom, a ren da ren, a oa Etrusked. 37. Hogen p’arruas bec’h ar C’helted war an Etrusked, ar re-man o devoe kement d’ober gant o enebourien nevez ken ma c’hellas Rom ’n em zacha a zindan ar wask, hag en em zistaga (Vt kantved arôk J.-K.) 38. Ar C’helted-man, hanvet ive Gallianed (Gaulois), o devoa galvet evit o skoazelli ar c’henvreudeur o devoa e traouien ar Rotanos, pe « Le Rhône » e galleg.

39. Ar C’hallianed a oa o kelc’hia ar ger hanvet « Clusium » pa zigouezas ar Romaned eus ar c’hreisteiz. 40. Ar re-man a gasas kannaded d’ar C’hallianed. Hogen trubard d’ar ger roet, evel m’int bet dalc’hmat goude, ar Romaned a reas unaniez gant tud Clusium hag a flastras eun drevaden c’hall.

Ar C’helted e Rom. — 41. Ar C’helted, o welet kément a feiz fall, a lezas Clusium hag a gerzas etrezek Rom. 42. Tizout a rejont ar Romaned war ribl ar ster Allia e lec’h ma rojont d’eze eur biladen vezus. 43. Daou dervez goude, ar C’hallianed a arrue dirak mogeriou Rom. Tremen a rejont an doriou hag e lakjont ar c’helc’h, pe ar seziz, endro d’ar C’hapitol, pe krenvlec’h Rom (390 ar. J.-K.) 44. Hepdale Rom a c’houlennas ar peuc’h. Marc’had a oe graet evit mil liur pouez a aour (etre 326 ha 340 kilo). 45. Ar C’helted a asantas distrei d’o bro gant ma vije c’hoaz roet d’eze loden eus douarou Rom. 46 Epad tremen pemp bloaz war-nugent, ar C’helted a chomas er vro, bete stoka ouz doriou Rom.