Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 126 -

Distaoladenn pe gentoc’h taoladenn, ar ger-ze a vez implijet el levr-man evit an taoladennou-tud diwar broadou deut re stank ha red da darn eus ar vroïz klask bevanz e lec’h all.

Doueoniez, ar ouiziegez uhel a ble gant an Aotrou Doue (« théologie » e galleg).


E F

Emganlec’h, lec’h eun emgann, eur c’hrogad etre armeou.

Fenikianed, hano eur bobl eus an Azi, galloudus meurbet dre o c’hemwerz war vor (« Phéniciens » e galleg).

Fokeaned, hano ar boblad Gresianed a zavas ker Varseilh.


G

Gallianed, ar bobl geltiek a veve e Bro-C’hall gwechall goz (« Gaulois » e galleg).

Gouezel, hano eur rann-bobl geltiek (Iverzoniz ha Skosiz a zo Gouezeled).

Goulars, eur sort maen prisius (« ambre » e galleg).


H I

Hanez, Hanezour, istor, istorian.

Hengoun, stummou ha kelennou deut a rum da rum eus an amzer goz.

Her, heritour. Diwar ar ger her ez eo bet savet disher ha herez. Heman a dalv da laret an « heritach » hag ive ar plac'h a zigouez « an heritach » ganti.

Iberi, hano Bro-Spagn gwechall goz.


L M N

Lennegez, labouriou skrid ar varzed hag ar skrivagnerien (« littérature » e galleg).

Meulganet, meulet dre gan.

Meuriad, eur strollad tiadou-tud (« tribu » e galteg).

Nested, kerentiez, heul ar gerent.


O P R ... V W Z

Rannvro, darn eus eur vro, « provinz ». Diwar ar ger-ze ez eo bet savet rannvroelez, « régionalisme » e galleg.

Sevenedigez, stad an dud sevenet, ar pez a hanver « civilisation » e galleg.

Steuziet, teuzet, aet da netra.

Warlerc’hiad, an hini a deu war-lerc’h eun all.