Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 11 -

war ribl ar Mor Kreizdouarek e kreisteiz Keltia. 56. Gwasket gant ar C’helted, ar ger-man a c’houlennas sikour digant ar Romaned. 57. Armeou Rom a drec’has hag en em ledas war draouien ar Rotanos, beteg ar ster Izer hag a reas d’ar Salianiz souza. 57. An Arverned hag an Allobroged [1] gant aon da goll o gwiriou, a reas unaniez etreze evit herzel ouz an enebourien nevez. 58. Ar Romaned, tud a ijin fall, o devoa graet unaniez gant eur vroad keltiek all, an Eduaned. 59. Brezel a zavas etre an Allobroged hag an Eduaned. Ar Romaned a zeuas da zikour ar re-man ha goude eun emgann tenn, an Allobroged a oe flastret (120 ar. J.-K.)

60. An darvoud-man a roas eur rannvro nevez d’ar Romaned e Treuzalp, hanvet gante ar « Provincia ».

8. Ar C’himbriz hag an Deutoned. — 61. Dek vloaz goude kement-man eur strolladen euzus divent, loden Kimbriz, loden Teutoned, o tont eus an Hanter-noz a ziflukas e Keltia. En em gavout a rejont en Bro-C’hall dre voulc’h-menez Belfort. 62. Meuriadou keltiek en em stage oute pa dremenent hag a greske c’hoaz o niver. 63. Ar strolladen a ziskenne etrezek ar c’hreisteiz e sell da skrapa madou ar Romaned, er « Provincia ». 64. An trec’h gante, tud an Hanter-noz a ’n em ledas war ar Provincia hag a skrapas bete ker Toloza. Kanna a rejont ar c’honsul roman Kepion. 65. Goude tri

bloaz tremenet o tismantri ar vro, en em rannjont

  1. Ar ger-man a zo evel 'All Vroïz.