Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 12 -

en diou loden. 66. Ar C’himbriz a c’hoantaas disken er Spagn. Hogen ar C’helted a harzas oute eno. 67. An Deutoned a zavas war hent Bro-Velgia hag a chomas d’he gwaska ken n’arruas ar C’himbriz, distroet eus ar Spagn. 68. Etre an daou rummad e oe graet marc’had da gerzet etrezek Rom. 69. An Deutoned a dlee heuilh ster Rotanos ha ribl ar Mor kreizdouarek keit ma vije ar C’himbriz o treuzi an Helvetia, oc’h heuilh ster Ister pe Danuvios (Danube), o tremen dre an Tirol hag o tisken e traouien an Atesis (Adij). 70. Ar gejaden a dlee beza graet e Bro-C’hall Ragalpek. 71. Kement-man a oa o vont da veza sevenet penn-da-benn. Hogen hent ar rummen gentan e oa an hent berra, hag ar rummen-man a ’n em gavas da gentan. 72. Ar Romaned a gavas o amzer hag an tu da zistruji an Deutoned. 73. Neuze en em zistrojont da glask ar C’himbriz. Ar re-man a oe flastret d’o zro e Verseilh, ar bloaz warlerc’h. Republik Rom a oe salvet eur wech ouspenn. 74. Kelted ar « Provincia » a c’hoantaas terri o yeo. Ne dalvezas ket. Ar Romaned a viras o aotrouniez war ar vro.

9. Jul Kezar e Bro-C’hall. — 75. Ne gomzfomp ket aman a vrezeliou Kezar e Bro-C’hall rak kement-se a gav kentoc’h e lec’h en istor ar vro-ze. An holl a oar demdost ha berr-ha-berr darvoudou ar brezeliou euzus graet gant Kezar d’ar C’hallianed. 76. Danevellet int bet gantan en eul levr brudet, kaer en deus beza leun a c’hevier. Al levr-man a zo anavezet dindan an