Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 16 -

Wenediz gant dek enep da unan. 27. E zoudarded a oa armet mat ; ar Wenediz a oa hep armou. 28. N' oe ket diez d'ezan gant niver bras e dud, gante listri skanv ha gant sikour an tangwall dont a-ben a listri pounner ar Wenediz, n' hellent na finval nag en em zifenn. 29. Azalek gonezet eul lestr gant ar Romaned, e troc'hent ar goueliou hag ar rabanou. 30. An darnvuia eus ar Wenediz a 'n em lazas pe a oe lazet. 31. Ar re a oe gret prizonier a oe gwerzet d'ober sklaved. 32. Senedourien Gwened, int o-unan, a oe diwadet dre urz Kezar. 33. Daoust ha n'eo ket heman gwasa torfetour a zo bet gwelet aboue ma 'z eo ar bed bed ?

34. Er bloavez 52 arôk J.-K. Verkingetorix, kelc'hiet en Alezia gant Kezar, a gasas eur galv dre-holl e Bro-C’hall. 35. Holl meuriadou an Arvor a gasas d'ezan eur zikour a 3.000 den. Gwened hepken, mouget dindan an dismantrou, n'hallas kas sikour ebet. 36. An Arvorigis trec'het a heuilhas eur-vad pe eur-fall ar peurrest a Vro-C’hall. O istor a zo kevredet gant hini homan.

2. An Arvorig dindan mestroniez Rom. — 37. Beteg hanter an IIIt kantved, ar galloud roman a chomas krenv en Arvorig. 38. D'ar mare-man (243) ar Germaned a grogas da zont da skrapat e Bro-C’hall hag ar Zaozon da ziskenn war aochou an Arvor. 39. Evit difenn ar vro enep d'ar Varbared, ar Romaned a zavas kestel a welomp c'hoaz meur a damm aneze e Breiz. 40. Germaned, Saozon pe Romaned ! an Arvorigiz ne