Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 18 -

benn giziou ar re-man. 52. Ar 26 a viz eost, 55 arôk J.-K., Kezar a reas displega goueliou e listri hag a gollas hebdale ar gwel eus an douar-bras. 53. E dro ne badas nemet teir zun. 54. Kuitaat a reas aochou Breiz-Veur e kreiz an noz, taget gant ar vez, rak kavet en devoa dirakan tud hag a oufe en em zifenn, tud sevenet, ha nan an dud gouez e oa en e greden kaout da ganna, ha da staga.

55. Distrei a reas koulskoude ar bloaz warlerc’h, rak lorc’hus e oa dreist-oll, ha den da denna venjans eus an enebiez graet ouz e fouge. 56. Beza e oa gantan, en dro-man, 5 lejion, 2000 a C’hallianed war varc’h, hag 800 lestr. 57. Ar Vretoned, kaer o devoa beza tud a beuc’h hag a labour, a ’n em zifennas gant kalon. 58. O c’hirri-brezel, gant filc’hier o trei en penn an ael, a hade ar spont hag ar maro etouez ar Romaned.

59. Kaswallawn, penargadour ar Vreiziz en dije marteze trec’het war Gezar mar ne vije ket bet etouez ar Vreiziz eun trubard, mab d’eur brenin lazet er brezel gant e genderv Kaswallawn.

60. An trubard hag e dud a ziskouezas d’ar Romaned hent ker-veur ar Brenin. 61. Homan a oa difennet gant mogeriou ha kleuziou, paludennou ha koajou. 62. Kezar gant skoazel an treitour a zeuas a benn koulskoude da gemer ker Kaswallawn. 63. Pevar brenin all eus a Vro Gent, hanvet ive, herve greder, Koris pe Keris, deut da zikour ar Gouledig [1] a oe trec’het ive gant ar Roman. 64. Kaswallawn a roas gouest-

  1. Roue ar rouane