Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 19 -

lou hag a asantas paea eur c’hinnig bep bloaz. 65. Kezar a gwitaas neuze Breiz-Veur hep lezel na soudarded na Roman all ebet enni. 66. Re nebeut a amzer e oa chomet Kezar en Breiz-Veur evit gallout studia giziou ar vro. Ne oa ket aet pelloc’h eget Bro-Gent. 67. N’heller ket eta kredi ar pez en deus skrivet war giziou ar Vreiziz pegwir Roman all ebet n’en devoa bevet en Breiz-Veur en e raok.

68. An impalaer Augustus a zastumas ar c’hinnig hep ober brezel.

69. Tiberius ken nebeut all, ne reas brezel.

70. Caligula, en despet d’e c’hoant, n’allas ket arruout e Breiz-Veur.

71. An impalaer Klaoda a c’hoantaas ive kabestri tud an Enezen Vras. Dont a reas enni zoken e penn e armeou. E jeneral « Plautius » a oa gantan peder lejion ha kalz a zoudarded estren gopraet. Vespazian a zeuas war o lerc’h. An eil hag egile n’halljont ket trec’hi war Garadog. 72. « Ostorius », brezellour desket ha brudet, a oe eurusoc’h. Dont a reas a benn da blada ar brenin kalonek. 73. Karadog, aet da ehani da di ar vreninez Kartismandua, e vamm-gaer, a oe gwerzet gant homan d’ar Roman. 74. Kaset e oe da Rom, hen hag e wreg, e verc’h hag e vreudeur evit beza diskouezet d’ar bobl e pad lidou-trec’h an impalaer Klaoda, ha dibennet goude. 75. Deut ar c’houlz evitan da vont d’ar maro, Karadog a lavaras da Glaoda eun nebeut komzou chomet brudet ha kanmeulet, komzou