Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 21 -

Veur a oe romanaet evelse ha hanvet e oe Romania, pe Ruvein.

88. Goude eun emgann gonezet war « Galgakus » war ar meneziou Grampian, ar re eus ar Vreiziz na c’houllent evit netra digemer yeo an estren, a zistroas war o meneziou ar sounna, difennet gant an torrojou.

Rannvroiou romanek. — 89. Al loden vro a zo etre kuz-heol Kernew ha Kreisteiz-Foreland, a oe hanvet « Britannia prima ». 90. Bro-Gambre, ha riblou an Havren (Severn) a oe hanvet « Britannia secunda ». 91. Ar vro a oa etre ar ster Humber, an Don hag ar mor Germanek a oe hanvet « Havia Caesariensis », homan oa ar rannvro vrasa. 92. Eun all c’hoaz hanvet « Maxima » a oa e goglez pe hanter-noz an Humber hag e oa enni ar Skos-Izel. 93. Ne dleer ket kredi e oa krenv galloud ar Romaned war an holl rann-vroiou-man.

94. An impalaer Adrian a zeuas hen e-unan e Breiz-Veur. Ober a reas sevel eur voger, hanvet aboue Moger Adrian, hag a ye eus an eil mor d’egile. Soudarded Rom a oe laket a-hed ar voger-man. 95. Ar jeneral « Urbicus », goude eun trec’h all, a zavas ive eur voger hanvet Moger Antonin etre ker Riden hag Alcluid.

96. En desped d’an diou voger-man, Breiziz ar Goglez a ziskenne war an Douar-Izel da skrapat war ar Romaned, hag a zouze adarre goude beza graet droug d’o enebourien muia m’hallent. 97. An impalaer Severus a zeuas ive da Vreiz-Veur (207-211), e zaou vab gantan. Tremen a reas dreist