Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 22 -

d’an diou voger hag e savas, zoken, bete penn pella an Enezen. 98. Koll a reas 50.000 den. 99. Hogen Breiziz an hanternoz, aet faez o vrezelli dalc’hmad, a zeuas da c’houlen ar peuc’h. 100. Severus a zavas eur voger vein en tu all da voger Adrian. Hirroc’h e oa eget eben ; heuilh a re kriben pep menez hag e re an dro d’an traouiennou. Beza he devoa 12 troatad uhelder, 18 dor ha beza e oa 10.000 soudard roman en he hed.

101. Eun Arvoriad, eur Bataviad, hanvet Carausius, laket evel kont gant ar Romaned war aochou an Arvor, evit o difenn enep d’ar Zaozon, a zeuas da veza ken galloudus ken e kemeras an hano a Impalaer Breiz-Veur en despet d’ar Romaned. 102. An impalaerien roman Diocletianus ha Maximianus a renkas lezel gantan gouarnamant en Enezen. Ranna a rejont gantan zoken enoriou an dilhad-limestra impalaerek. 103. « Allectus » letanant Carausius, a lazas heman hag an impalaer Constantius I a c’houarnas Breiz-Veur. Lezel a reas brud eun den a beuc’h ha a galon dener. 104. Constantin, mab Constantius, ganet ha savet en Enezen, a zastumas enni eun arme, moarvat e Ruvein, hag a zeuas d’an douar-bras e lec’h ma oe galvet impalaer goude beza trec’het war « Maxentius », mab Maximianus. Ar Vreiziz a roas dalc’hmad an trec’h da Gonstantin-Veur, o vrezelll en e armeou.

105. Breiziz an Hanter-noz o welet nerz ar Romaned o teuzi, a grogas adarre da emganna oute. 106. An impalaer Juluan hag a rene war Vro-