Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 24 -

mas neuze war an Douar-Izel. An danevellourien roman ha saoz, hag ar re a zo deut war o lerc’h a ro d’eze an hano a Bikted. Gante ez eo bet miret dinam ar spered hag ar gwad keltlek. 118. Ar Skosed d’ar mare-man a zeue eus Iverzon da zouari war aochou Breiz-Veur evit laeres. 119. Divezatoc’h ar Bikted, pe gentoc’h ar C’hambreiz (roomp d’eze o gwir hano), en em ledas war Guz-heol ar vro e lec’h ma rene ar Gouezel (pe Goidel) Vortigern hag e gerent, da laret eo ahed an Havren (ar ster Severn). 120. Ar bobl a zo c’hoaz hizio o veva e Bro-Gambre a zo diskennet eus ar Vreiziz kalonek-man, ha miret o deus, a dreuz ar c’hantvejou spered ar Ouenn Geltiek.




TEIRVED LODEN


Sevenedigez ar Vreiziz


1. A belec’h ez eo deut ar Vreiziz. — 1. Herve an triadou koz, taer distaoladen a boblas Breiz-Veur. 2. An hini genta, bleniet gant Hu-Gadarn, a zeuas a Vro Deffrobany diwar riblou ar Bosfor. Gwelet hon deus uhelloc’h e oa leun ar vro-ze a Gelted. 3. An eil a oe eun distaoladen Logrianiz, hag a zeue a Vro Gwaz-Gwin. Herve ma kreder, Gwas-Gwin eo Bro-Wened en Arvorig. E pad brezelioü Kezar e Bro-C’hall, ar Vreiziz a gasas eur strollad argadourien, dindan banniel Kaswallawn, da skoazelli ar Wenediz, Kement-man a