Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 26 -

kouls ha d’egile. 13. Kement den en deus studiet al lezennou koz a oa o reiza stad ar gwrage er briedelez, a lavaro dimp raktal ez eo gaou kement-se. 14. Al lezennou-man a oa garo evit an dud disvoazet. 15. E Rom ar gwrage o devoa eul lojeiz, gwir eo, evito o-unan : ne oant ket glanoc’h evit-se. 16. En Breiz-Veur, holl gweleou an tiegez a oa en eul lojeiz hepken, evel en meur a lec’h-all c’hoaz hizio. Daoust ha beza ez eus eno eun abeg a zizurz hag eun testeni a ouezder an dud ? 16. Kavet e vezo aman warlerc’h eun daolen eus stad ar Vreiziz en amzer goz. Pephini a denno anezi ar wella kentel.

3. Labour-douar ha rannvroiou. — 18. O tiskenn war aochou Bro-Gent, e kreisteiz Breiz-Veur, Kezar a welas parkou leun a ed ha labouret gant ar gwella evez. 19. Argadourien Rom a oe eurus o c’hallout eosti ed dare ar Vreiziz. 20. Eur skrivagner koz a lavar e veze daou eost ar bloaz en Breiz-Veur. 21. An Drouized fur, renerien ar Vro, a skoazelle gant o c’homzou, hag o lezennou al labour-douar. An douarou labouret kouls hag an henchou a oa santelaet gante. 22. Epad an here hag epad an eost, den ebet n’halle beza galvet dirak ar varnerien. 23. Gant ar Vreiziz ez eo bet ijinet ann alar-rodellek.

24. An Enezen a oa rannet gant eun urz dispar. 25. Pep prinselez a oa enni pevar gantre. 26. Pep kantre a oa ennan daou gombod. E pep kombod e oa eta 50 trev. 27. Beza e oa e pep kombod 12 maner pe kastel. Etouez an daouzek