Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 27 -

maner pevar o devoa da vaga chas ha meirc’h (anevaled kezeg) ar brenin. An eiz maner all a oa diliam. 28. En dro da bep maner e oa peder dreven. 29. E pep treven e oa pevar gasael. 30. En pep kasael e oa peder ranndouar. 31. E pep ranndouar o oa peder lojeiz. 32. Hag endro da bep lojeiz e oa pevar devez arat. 33. Beza e oa eta wardro 100.000 devez arat e pep princelez, ledet, wellwaz, war 5 leo hed ha 5 leo ledander.

34. Ar Zaozon, pa zeujont da gaout aotrouniez war Vreiz-Veur, a ouie e oa reizet mat pep tra ; ar parkou kleuziet, ar prajou bounnet. 35. Kement-se a ziskouez skler mat ne oa ket Breiz-Veur broadou tud gouez.

4. Pazennou-stad an dud. — 36. Ar prinz, pe roue, a oa hanvet Brenin etouez ar C’helted : ar brinsez a oa hanvet Brenhines. An hanoiou-man a zo bet miret e yez Bro-Gambre betek hizio. 37. Ar Romaned, dre fazi, o deus hanvet « Brennus » ar penn-argadour a gemeras Rom gant e Gelted (390 ar. J.-K.) dre ma oa hanvet heman Brenin, da lavarout eo roue, gant e genargadourien.

38. Ar re a zeue warlerc’h ar Brenin en aotrouniez an douar, a oa hanvet Arglouized, da lavarout eo Aotroune. Awechou ez int hanvet Uhelgouir (Uchelwyr) da lavarout eo « tud uhel ». An uhelouir e oa noblans pe tudjentil an amzer-ze. 39. Goude an uhelour, pe aotrou, e teue ar merour, roet gantan e feiz d’an aotrou evit delc’hel e