Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 29 -

52. Hogen aboue pell amzer, ar Fenikianed hag ar C’hartadiz a ye da gemwerzi gant ar Vreiziz. 53. Ar Fenikianed arruas da genta wardro 500 vloaz araok J.-K. Ar c’hemwerz a grogas etreze hag Enezennou ar Sten, hanvet gant an Helleniz. « Cassiteridos ». 54. « Enezennou ar Sten » a zo eta bet da genta hano an Enezennou Britonek, kouls ar re vihan hag an diou vras, da lavarout eo Iverzon ha Breiz-Veur.

55. Ar Fenikianed ne felle ket d’eze rei da vro all ebet doareou Enezennou ar Sten. 56. Eul lestr roman a c’hoantaas heuilh eur wech eul lestr Fenikian a-dreuz ar moriou. Ar c’habitan fenikian a gasas e lestr war ar c’herreg e lec’h ma ’n em gollas ive al lestr roman, kentoc’h eget diskouez an hent. 57. Ar Fokeaned a zeuas a benn koulskoude da gaout an hent mad. Daou c’hant vloaz araok J.-K. ar Fokean « Piteas » a heuilhas aochou ar Spagn ha Bro-Chall, ken n’arruas en Breiz-Veur hag ar c’hemwerz a grogas etre Marseilh ha Breiz-Veur. 58. D’an divez, elec’h mont dre vor, kemwerz ar sten a ye a-dreuz Bro-C’hall, dre ar steriou, beteg ar mor kreizdouarek (dre Lisieux, Chalons, Marseilh). 59. Ar Vreiziz a brene holen, kouevr en barr, listri kouevr ha listri maen. 60. Gwerza reent sten, aour, arc’hant, houarn ha plom ; ler, loened, ed, chas da vrezelli ha da ohaseal, gouzougennou, goularz, lagadennou brec’h en olifant, perlez-meskl, listri gwer, hag ive hervez ma kreder, mein-kaer.