Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 30 -

7. Ijiniez. — 61. Gwelet hon deus pegen enoret e oa al labour douar e Breiz-Veur. Ac’hane e c’heller kredi e oa helao (ampart) ar Vreiziz war an ijiniez a zell ouz benviou al labour-douar, labour ar c’hoad hag an houarn. 62. Ar milinou-dour, herve lavar eun driaden, a zo bet ijlnet gant ar breton « Coel mab Cyllin ». 63. Ar Romaned a gasas gante da Rom giz ar milinou-dour. 64. Ar C’helted a ouie pega koad kaer ouz koad dister evit ober arrebeuri koant.

8. Dourenoniez. — 65. Anavezout a re ar Vreiziz meur a zoare war an dourenoniez (chimie) da lavaret eo an ijin da denna livach eus ar mein hag eus al louzou, pegwir e livent ar mezer hag al lien hag o c’horf zoken. 66. Ar c’hiz da liva ar c’horf etouez tud an Enezen a reas d’ar Romaned rei an hano a Bicti da Vreiziz ar Goglez (pe Hanter-Noz). 67. Mezer livet ar C’helted a oa brudet dre oll evel ma ’z eo c’hoaz hizio.

9. Houarnerez. — 68. Ar Vreiziz a oa houarnerien dispar. Gwelet a reomp hiziv labouriou kaer graet gante : gouzougennou hag armou. 69. En o c’hemmeskou metallek e kaver dalc’hmad 10 loden kouevr hag eul loden sten. 70. Gouzout a raent teuzi ha soudan an houarn hag hen stena ive.

10. Gwererez. — 71. Kavet ez eus bet eun niver bras a berlez gwer triliou, graet gant an Drouized ha hanvet, en amzer-goz, perlez-aered, pe viou-aered, dre ma veze c’houezet ar perlez-man gant tuelennou, rodellet e stum an aered.