Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 31 -

11. Gwiaderez. — 72. Beza e oa gwiaderien e Breiz evit al lien hag ar mezer. 73. An Drouized, herve lavar meur a skrivagner koz, a oa gwisket gant saeou lin gwenn.

12. Kommerez. — 74. Ar C’helted a ouie komma ar gloan ha bleo al loened. 75. Hogen evit ar seurt labour ez eo red kaout soavon. 76. Gallout a reomp eta kredi ez eo bet ijinet ar soavon gant ar C’helted.

Ar c’hiri. — 77. Pez a souezas dreist-oll ar Romaned e Breiz-Veur e oe ar c’hiri-brezel. 78. O zoudarded a grene gant ar spont pa welent oc’h arruout warne ar c’hiri-man gant o filc’hier staget ouz an ael. 79. Ar Vreiziz o devoa kiri a bep stum hag a bep ment, ez eas ar c’hiz anezo da Rom. 80. An hanoiou roet d’o c’hiri gant ar Romaned a zo tennet eus ar geriou keltiek, evel « rheda », « essedum », « benna » hag a ziskouez skler ez eo bet ijinet ar c’hiri-man gant ar C’helted.

81. Hanoioü ar binviou evit al labour-douar, ar micheriou hag ezommou an ti a oa tennet eus geriou koshoc’h eget yez ar Romaned hag e kaver aneze en yez koz en Etrusked, pez a ziskouez n’eo ket bet ijinet ar binviou-ze gant ar Romaned.

82. Ar C’helted n’oant ket eta dleourien d’ar Romaned war pez a zell al labour-douar, an ijiniez, hag an tiegez.

13. Ar ra. — 83. Herve eun driaden, an hini a roas ar c’hiz da bega ar mein gant ra a oa hanvet « Morzal ». Kement-man a ziskouez c’hoaz e ouie