Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 32 -

ar C’helted leski ar mein, ha nan hepken ar mein houarn ha sten.

14 Ar c’hezeg hag ar vagadurez. — 84. Kezeg ar Vreiziz a oa moan ha skanv evel o c’hezeg a vreman, ha harnezet mat. 85. Kezar a lavar e welas e Breiz-Veur kalz a loened-korn ha kalz a loened plu, maget er maeziou. 86. Lezennou koz ar Vreiziz a ro da c’houzout e veze paeet gant saout ar c’hollou graet d’an nesa.

15. An henchou bras. — Ar Romaned, e lec’h ma ’z int tremenet, o deus graet henchou bras evit ezommou o armeoù. 87. Hogen araok m’arruas Kezar e Breiz-Veur, e oa henchou bras a-dreuz an Enezen-man. Bez’ e oa, da vihana, daou hent pleustret meurbet gant an dud a gemwerz, unan a ye a Sandwich da Gaernarvon hag eun all eus Dorchester da Suffolk. Ar marc’hallec’h a veze savet en eur c’hroazhent, hag an henchou a oa graet diouz ze.

16. An tier. — 89. Kezar a gavas, emean, eur bobl meurbet niverus en Breiz-Veur, ha tier hanval ouz tier ar C’hallianed. 90. Tier ar Vreiziz a oa kelc’hiek. Ar voger a oa graet gant koad, peuliou ha plenken. An doen a oa e soul-teo. 91. An oaled a oa e kreiz an ti, graet warni tan mouded pe tan koad. An toulmoged a oa e kreiz an doen. 92. Leur an ti a oa uhelloc’h a hed ar voger eget er c’hreiz. War an uhelen-man e oa gweleou an dud, ar penn ouz ar voger hag an treid troet d’an tan. 93. Leur an ti a veze gouze-