Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 34 -

gwisket gant krec’hen loened ; hogen gwelet hon deus e ouie an dud-man steui ar gloan hag an neud. 106. Da amzer Augustus ha Tiberius, ar skrivagner Strabon a lavar e touge ar Vreiziz mentel du war saeou hag a ziskenne beteg an douar, gant eur gouriz endro d’o bruched. 107. Ar gwisk hanvet « bardo cucullus » a oa ive eur gwisk keltiek ; heman oa eur c’hougoul glas, douget gant ar Varzed. 108. Ar gwiskamanchou liou limestra a oa ar re a blije d’ar vrenined. 109. Ar gwiskamanchou liesliou ne oant ket a c’hiz vad etouez ar Vreiziz. 110. Ar vrenined a zouge eur gurunen, e kreiz an argad zoken, pe, da vihana, eun tortis kouevraour endro d’o ividigou. 111. An Arc’hdrouiz hag ar penblenier a zouge eur c’houzougen aour war o bruched.

12. Pinvidigez Breiz-Veur. — 112. Kezar, dre n’en devoa ket gallet yeoa ar Vreiziz, a skrivas ne dalveze ket ar boan ober gonidigez an Enezen ; c’hoantaat a reas koulskoude dastum enni ar c’hinnig. Neuze ’ta e oa aour hag arc’hant e Breiz-Veur. 113. Homan en em gavas gwasket divezatoc’h gant dastumerien an tailhou hag ar Romaned e karg, ken e oa enni dienez arc’hant da amzer an impalaer Adrian (117-138). 114. Hogen da amzer an impalaer Juluan (361-363) e oa deut da veza pinvidik adarre.

13. Ijinou-kaer ha Lennegez. — 115. « Ciceron », skrivagner roman, a lavar e oa e Breiz-Veur eun nebeut sklaved disket hag a oa gouiziek mat war ar zonerez. 116. Hogen ne oa e Breiz-