Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 37 -

ket lakaat toaz e go. Kent beza graet brezel en Treuzalp, e lec’h ma weljont ar C’helted o fornia bara, e tebrent yod ha souben ar brignen. 145. Ar c’hreuriou d’aoza bleud, graet gant reun marc’h a zo bet ijinet gant ar C’helted kouls hag ar pentoniou daou-dalet ha kelc’hiet, da virout an evachou. 140. Kig al loened gouez, rostet pe bervet er gaoter, a oa eur meuz breizad ive.

147. Setu aman skeud eur pred e ti eun aotrou : Eun oaled ledan. Peziou kig o poaza o kaoteriou bras. 148. Eur c’helc’hiad tud a vrezel endro, o youc’hal hag oc’h eva chufere. 149. Eun daol vras, digor d’an holl. Merc’hed ha paotred. Barzed o kana. Awechou trouz ha kann, ha gwad o ruilhal, rak everien vras e oa ar C’helted. Digouezout a re d’eze menel kousket goude eur pred re bell padet.

150. Beza o devoa, evit eva, gwer strink, kelc’hiet en arc’hant ha bevennet gant aour. Beza o devoa ive kerniou da eva. 151. An den brudeta a gemere an tamm kenta, hanvet tamm ar gour-meur.

Stad ar gwrage. — 152. Stad ar gwrage a oa gwelloc’h etouez ar Vreiziz eget e Rom. 153. Kement ha ma tigase ar gwaz, kemend-all e tigase ar wreg. Eur stad eus an danve a veze savet. 154. Ar madou a chome gant an diveza beo. 155. Goude seiz vloaz dimezi ar madou a zeue da veza kenberc’heniez etre an ozac’h hag ar wreg. 156. An ozac’h yaouank, araok kwitaat e wele, deiz war-lerc’h e eured, a roe d’e wreg eur c’hinnig, hanvet ar « C’howyll ». 157. Goude seiz vloaz