Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 38 -

dimezi, ma teue d’an ozac’h kwitaat e wreg, houman n’halle ket kas he danvez ganti.

158. Ma vije graet an distag araok ar seiz vloaz, pep-hini a gemere e lod, hag ar wreg a gemere ive « kinnig ar beure ». 159. Pa gwitae ar wreg he fried araok seiz vloaz, n’halle kemer nemet « kinnig ar beure ».

160. Ar wreg n’halle ket beza kred e lec’h he fried. N’halle ket toui en e lec’h er varnidigez ; na prena, na gwerza hep e aotreadur.

161. An distagidigez etre ozac’h ha gwreg a roe an diou drederen eus ar vugale d’an tad, hag an drederen d’ar vamm. 162. Ar wreg ne zalc’he ket d’he le da chom leal d’he fried, a golle hec’h holl beadra.

17. Ar vugale. — 163. « Gwir ar mab hena » ne oa ket anavezet e Breiz-Veur evel m’ eo anavezet gant ar Zaozon hizio c’hoaz e Bro-Zaoz. 164. An tad a responte eus e vab beteg an oad a 7 vloaz. Ar bugel a responte neuze evitan e-unan. Hogen an tad a responte c’hoaz eus dle ar pôtrig. 165. Bete 14 vloaz ar mab a chome e ti e dad ha dindan e walen. 166. D’an oad a 14 vloaz ar c’hrennard a veze kaset da lez an aotrou da rei da heman gwazoniez. Respont a re neuze evitan e-unan hag evit e zanvez. 167. Azalek aet ar mab dindan aotrouniez an aotrou, an tad n’en devoa ken da ober gant e vugel. 168. Ma varve ar gwaz hep breudeur, an aotrou a veze her d’ezan. 169. Ar mab n’halle sevel en eur renk uhelloc’h nemet goude maro e dad.