Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 39 -

170. An tad n’halle ket disheria ar mab.

18. Goursezou ar vro. — 171. Beza e oa e Breiz-Veur tri Goursez (gorsedd), anavezet, doujet hag enoret gant an holl vroadou ha gant holl dud ar broadou.

1° Gorsedd Barzed Enez Brydaen, pe Enez Vreiz-Veur. — 172. Heman oa ar c’hosa. 173. Beza e oa ennan ter urz tud : an Drouized, ar Varzed hag an Ovizien. N’oant ket uhelloc’h an eil eget egile. Pep-hini en devoa eur garg dishenvel. 174. Lezen an der urz e oa : Gouiziegez, Gwirionez ha Peuc’h. 175. Izili ar Gorsedd o devoa pemp devez arat, pep-hini, dre wir. 176. Dre gement lec’h ma tremene eun ezel eus ar Gorsedd, ar magadur a oa dleet d’ezan.

177. Izili ar Gorsedd n’o devoa kinnig ebet da baea d’ar gouarnamant. 178. Den ebet n’halle dougen eun arm dic’houin diraze. 179. Doujans vras a oa oute, hag an dud a bep stad, uhel hag izel, a c’hoantae beza digemeret etouez izili ar Gorsedd.

180. An Ovizien a oa gouestlet da anaoudegez ar Grouidigez. 181. An Drouized a oa gouestled da studi an Douelez ha da gelenni ar Furnez. 182. Ar Varzed a oa gouestled d’ar Varzoniez. 183. Beza o devoa ive da virout koun an darvoudou a zelle ouz ar vroad ; da zelc’hel koun eus an nestedou, eus an dimeziou, eus gwiriou pep-hini. 184. Beza o devoa da deurel evez ouz an hereziou kouls ha war bon an douarou. 185. Beza o devoa ive da bleal gant goulennou an daou c’horsedd