Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 40 -

all e vezo komzet aneze aman war-lerc’h. 186. Beza o devoa c’hoaz da zevel gwerziou war ar brezeliou, war an trec’hiou, war ar reuziou, war an holl darvoudou kaer.

187. Gwiriou ar Gorsedd a oa diazezet war ar Skiant, war ar Grouidigez ha war an Digoueziou. 188. Kelenni a re ar Ouiziegez, ar Vadelez, ar Furnez a zo diazezou ar Sevenidigez.

2° Gorsedd ar Skoazel genvroadel. — 189. Ar gorsedd-man e oa ennan pennou uhel pep broad, tud sklerijennet ha gouarnerien vras. An hinï kosa etouez ar vrenined kenvroad a gemenne ar vodadeg. 190. Ar Gorsedd-man a re al lezennou evel ar « Pouvoir Législatif » hizio er Franz.

3° Gorsedd ar Barnerez hag al Lezennerez. — 191. Heman a oa karget da varn ha da ober senti ouz al lezennou aozet gant an eil c’horsedd. 192. Pleal a re gant an enklaskou ha gant ar mennoziou broadel evit kenstumi aneze diouz al lezennou embannet gant Gorsedd ar skoazel genvroadel. Henvel e oa ouz ar « Pouvoir Exécutif » a hizio. 193. Kezar a lavar e veze tabut e Bro-Chall etre an Drouized pa veze da zibab eun Arc’hdrouiz, bete ma veze tennet ar c’hlezeier. Biskoaz an dra-ze n’eo bet aotreet gant ar spered barzek. Biskoaz doare a gement-se n’eo deut d’imp diwar-benn Drouized Breiz-Veur.

19. Bodadegou ar gorseddou. — 194. Bodadegou ar Gorsedd a veze graet peder gwech bep bloaz, en deiziou kenta a viziou Here, Genver, Ebrel ha Gouere ; e Kaerleon war Usk, e Bro-