Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 42 -

Abred, elec’h ma egin pep stad diouz ar maro, hag an den en deus-han treuzet. 208. An drived ez eo kelc’h ar Gwenved elec’h ma egin pep stad diouz ar vuez, hag an den hen treuzo en nenv.

23. Neveadurez an Eneou. — 209. Ar Spered, eme an Drouized, a zeraou e hent buezek en Announ, e korf ar beo an distera. 210. Pa zeu ar c’horf da vervel, ar spered a ya en eur c’horf all kaeroc’h, hag a zalc’h evelse, ken m’arru, tammig ha tammig, e korf an den. 211. An denelez a zo eur stad a frankiz e lec’h ma c’hall ar spered ’n em staga ouz ar mad pe ouz ar fall. 212. Goude meur a vueziou, ma teu siou mad an den da drec’hi war e siou fall, e sav e spered er Gwenved, da laret eo e kelc’h ar wenvidigez, pe an eurusted, da laret eo c’hoaz an Nenv. 213. Ar spered arru er Gwenved n’hall ken koueza en droug. 214. Hogen mar deo trec’het siou mad an den gant e siou fall, e spered a ziskenn izelloc’h izellan e kelc’h Abred, e korf eul loen henvel e stum ouz an hini en devoa an den en e veo. 215. Ac’hane ar spered a hallo adarre adsevel tamm ha tamm bete stad an denelez ; uhellaat adarre, er stad-man, hag arruout eun deiz e kelc’h ar Gwenved. 216. Pa ’z eo bet kastizet an den evit eur si fall, en eur vuez dremenet, ne gouez ken er si-ze en eur vuez nevez. 217. Keit ma vez an den o treuzi hag o adtreuzi kelc’h Abred, ne vir envor ebet eus e vueziou tremenet.

218. E kelc’h ar Gwenved ar spered a zalc’h da zevel bepred ha da wellaat, ha da ziski. 219.