Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 43 -

Er Gwenved e teu d’ezan an envor eus an holl stadou tremenet gantan. 220. Hogen, kaer en deus ar spered gwellaat ha kreski e kelc’h ar Gwenved, biken n’arruo e kelc’h Keugant lec’h n’ez eus netra, na beo, na maro nemet Doue. Setu aze kelennadurez an Drouized war pez a zell darvoud ar spered-den.

24 Aberzou. — 221. Kezar ha skrivagnerien all o deus roet da gredi e veze aberzet, pe sakrifiet, tud gant an Drouized.

222. Beza ez eus aberz hag aberz. Hizio en holl vroiou ar bed, ec’h aberzer c’hoaz an dorfetourien. 223. Ar Romaned hag ar broadou all, en amzor goz, o deus graet aberzou en enor d’o falz-doueed. 224. Ar C’helted a grede e c’helle an den fall gwellaat e stad dre ar maro evit beza gwelloc’h en eur vuez nevez. 225. Kredi a raent ive e c’helle an den fur ’n em aberzi evit mad ar vroad. 226. Pa zigoueze gant ar Vreiziz tapout soudarded o enebourien, e kavent mad, marteze, lakaat aneze da vervel, rak ar brezel a oa sellet gante evel brasa torfed a oa er bed.

227. An torfetour aberzet a halle eta, dre e varo, prena eur vuez nevez ha sevel uhelloc’h war hent ar Welladurez.

25. Ar Barzaz a dreuz an amzeriou. — 228. An impalaerien roman a fellas d’ezo distruji ar Barzaz, da laret eo lezen ar Vreiziz, rak an Drouized hag ar varzed a stourme ouz ar spered roman en o bro. 229. An impalaer Klaoda a reas kalz a droug d’an Drouized.