Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 46 -

an Aukserad ha sant Loup a oe kaset d’o sikour. 253. Sant German a oa bet kont pe penargadour e Bro-C’hall hag a oa anaoudek war ouiziegez ar brezel. Rei a reas eur skoazel vad d’ar Ruveiniz (ar Vreiziz romanaet) er bloaz 430 evit enebi ouz Kambreïz ar steren (ar Bikted). 254. Sant Dubriz ha sant Iltud a oe diskibled da zant German.

255. Taer gador Arc’heskobek a oa bet savet e Breiz-Veur, unan e Llundain, unan e York, hag unan e Kaerleon-war-Usk. 256. Ar Zaozon, paganed d’ar mare-man, a zistrujas an diou genta hag a c’hlac’haras an Iliz kristen. 257. Eun amzer a drubuilh a dremenas war en Enezen. Brezel a oa dre-oll, ken ma teuas ar gristenien da goll ar gwel eus kristenien an Douar-Bras.

258. Ar pab Gregor a c’hoantaas gonid ar Zaozon da lezen ar C’hrist. 259. Kas a reas d’eze misionerien ; en o fenn e oa ar manac’h Augustin. 260. Augustin, hanvet eskob Bro-Zaoz, a c’honeas d’e feiz roue Bro-Gent hanvet Ethelbert, hag a zavas e gador a eskob e Kanterbury. 261. Kannad ar Pab a zigase gantan giziou diveza an Iliz roman. 262. Tammal a re d’ar Vreiziz kristen giziou o Iliz eun nebeut dishenvel diouz e hini ; ha tabut a zavas etreze. 263. Ethelbert, roue Kent, hag Ethelfrith, roue an Northumbria, Saozon o daou, a gasas o armeou enep d’ar C’hambreiz. 264. Ar re-man o devoa en o arme 2,000 manac’h ha beleg deut a Leandi Bangor da zikour o bro gant o fedennou. 265. Tapet en eul