Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL LEVR


Breiz-Izel en Amzer-Greiz


————
LODEN GENTA


Ar Vreiziz hag ar Zaozon e Breiz-Veur. An distaoladennou en Arvorig


1. Breiz-Veur goude tec’h ar Romaned. — 1. Ar Romaned a gwitaas Breiz-Veur pa weljont ne oant ken evit he difenn. Setu aman stad ar vro : 2. Er c’huz-heol e oa ar rann-vro hanvet Brittania poblet gant Breiziz o komz o yez vroadel. Ar vro-ze e oa enni Bro-Gambre, Gourenez Kernew ha kontelez Devon. 3. En tu-all d’ar voger savet gant ar Romaned, e oa poblou all, Breiziz digabestr, bet a viskoaz distag diouz Rom, hag anavezet gant ar Romaned dindan an hano latin a Bicti, da laret eo tud livet, dre m’o devoa ar c’hiz da liva o c’horf, evel m’hon deus gwelet e levr kenta an Istor-man. 4. E tu ar reter, hag en eul lec’h bennag er c’hreiste, en em gave diazezet eur veuriaden bennag a ouenn estren, Angled, Saozon, Yuted. 5. Ar meuriadennou-man n’o devoa ket nemeur a bouez. Ne zeufont ket araok pell amzer da gemer eul loden en Istor ar Vro. 6. E kreiz ar vro kelc’hiet gant an holl boblou-ze e oa ar rann-vro romanaet rik hag a zouge an