Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 51 -

keit ma save adarre ar spered hag ar sevenidigez keltiek. 31. Gweltas, hen e-unan, ne reas nemet meuli ar spered roman hag hirvoudi o welet heman o vont da goll e Breiz-Veur. 32. Labour Arzur a zo bet dreist-oll eul labour kevredus, eul labour da gennerzi ar Vreiziz dre an unaniez. Eun adoberour ez eo bet oc’h enebi ouz spered ha giziou Rom. 33. Gweltas, dre gasoni, pa gomz eus trec’h ar menez Badon, a dremen hep rei hano an trec’hour, hano ar Brenin Arzur. Ar Gweltas-man, skrivagner an De excidio Britanniae, a oa eur Roman ha nan sant Gweltas en deus ekrivet an Epistola, hag a oa Breizad. 34. Arzur arruas goude Embreiz Aurelian. 35. Marteze ez eo bet trec’het heman gant Arzur e kerz unan eus an daouzek gourdrec’h miret an envor aneze gant ar Breizad Nennius. 36. Gallout a reomp kredi e vrezelias Arzur enep d’ar Zaozon evit flastra o holl galloud hag e teuas abenn da azezi e c’halloud e-unan war ar Romania, pe Ruvein. 37. Neuze, deut e nerz da veza didrec’hus, e lezas e gleze hag e krogas gant e reizaduriou broadel. 38. Ar c’haera eus ar re-man e oe adsavidigez ar gorseddou en Romania. Kement-se a reas en eur groui an Daol-Gelc’h, a zo bet ken brudet en ken lies a danevell gwechall. 39. Na Gweltas, nag ar skrivagnerien all romanaet, na zoken ar Zaozon, n’hallent asanti gantan ober labour keltiek ; setu perag int chomet mud en e gever.

Myrddyn pe Marzin. — 40. Beza ez eus c’hoaz