Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 53 -

suladenn « Stillohon », herve « Annales Cambriae » (Bloaveziadur Bro-Gambre}.

54. Pa gouezas ar Roue Arzur dindan taol an trubard Mordred, e niz, war leur-vrezel Kamlan, e kouezas kaera spered en deus roet ar Ouen geltiek.

5. Ar Vreiziz goude maro Arzur. — 55. Er mare-man ar Zaozon, pe gentoc’h an Angled, a grogas gant o laeronsiou. 56. Ar C’hambreïz a zalc’he da ziskenn eus an hanter-noz ; ken stank o oant deut en o bro ken ma oa red d’eze ’n em deurel war ar broiou all. 57. Broiou ar Vreiziz a oa rannet en prinseleziou ; ar brinsed a c’houarne aneze a zente holl ouz eur brenin galloudek dibabet gante en eur vodadeg hag a oa hanvet ar Gouledig.

58. Goude maro Arzur ar c’hentan Gouledig anavezet e oe Maelgoun, brenin Gwened e steren Bro-Gambre. 59. Ar Zaozon a oa deut krenv o diaze war an arvoriou. 60. En hanter-noz e oant ledet breman war zouarou Brenec’h ha Deir. 62. Etre an Humber hag an Tamez o dovoa savet rouantelez Estanglia. 62. E kreisteiz aber an Tamez o devoa krouet rouantelez Kent. 63. Ac’hane moarvat ec’h en em astennjont evit kroui rouanteleziou all : Sussex, Middlesex, hag an hini nerzus dreist-oll, ar Wessex, an hini a dlee c’hoari eur roll ken bras e kreisteiz an Enezen. 64. Eun dra a zo souezus hag a siskouez d’imp pegen nebeut a bouez o deus sorc’hennou ar skrivagnerien zaoz : hanoiou ar