Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 54 -

c’henta prinsed a c’houarnas ar Wessex a zo hanoiou breton : Da skouer, Cerdic, tennet eus Keredik, Ceadwalla tennet eus Kadwallon, etc...

65. Poanius ez eo bet, en gwirionez, derou ar rouantelez saoz-man ha gallout a reomp kredi ez eo bet pell ar Zaozon o paea ar c’hinnig d’ar vrenined vreizad a oa en o c’hichen.

6. Emgann Ardderyd. Pez a c’hoarvezas war e lerc’h. — 66. Emgann Ardderyd a oe eur brezel a ziabarz etre ar C’hambreïz. 67. Eur rummad, Bugale Koel, renet gant Morgan-Bul, a ziskenne eus ar steren ; eur rummad all, renet gant Ryddec’h-Hael a zeue eus ar c’hreisteiz. 68. An diou strolladen en em stokas en boulc’h Ardderyd (Arzerid) (lec’h ma kreder eman breman Arthuret e kichen Carlisle). 69. Ryddec’h e oe an trec’hour. 70. Ar Barz Marzin a welas an argad-man, ha kement a c’hlac’har a veuzas e galon o welet ar vreudeur oc’h en em vuntra ken ec’h eas da guzat e vuez en koad Kelydon. 71. Darn a gred e oe argaset gant Ryddec’h hag e teuas e Breiz-Vihan e lec’h m’eo bet anavezet dindan an hano a Wenc’hlan pe Gwiklan, barz ar Mene-Bre. 72. Pez a c’hoarvezas diwar an emgann-man ne oe ket eun dister dra. Bugale Koel a oe red d’eze diskenn e kreiz an enezen e lec’h ma lonkchont kement tamm a chome eus Ruvein, pe Romania, hag an hano-man a oe diverket evit biken diwar taolennou an Istor. 73. Kroui a rejont c’hoaz rouanteleziou all bete demdost d’ar ster Tamez.

7. Emgann Deorham. — 74. Saozon ar Wessex