Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 55 -

a oa krog d'en em astenn. 75. Bugale Koel, neve diskennet e Romania, a zalc’he aneze e doujans. 76. Trei a rejont neuze war ar c’huz-heol hag e kerzjont etrezek Kaer Loiou (Gloucester). 77. Ar Vreiziz a oa o c’hortoz aneze en Deorham. 78. An emgann a oe gwall reuzus evit ar Vreiziz. (577). Ar Zaozon a gemeras Gloucester, Bath, ha Cirencester. 79. Heman ez eo kenta trec’h emgann ar Zaozon, mad da veza sellet evel gwirion. 80. Gant an trec’h-man ez eo bet distaget Kernew diouz Bro-Gambre. Azalek breman darvoudou an diou vro ne vezint ken liammet, hag ar Vreiziz dizunanet a vezo dinerz. 81. Ar Zaozon goude o zrec’h a c’hoantaas mont e Bro-Gambre, hogen eur prinz kambre hanvet Beli-Meur en em gavas diraze hag a roas d’eze eul laz en Fethanley.

9. Emgann Degsastan. — 82. E steren an Humber, an Angled o devoa gallet sevel diou brinselez vihan war an aod reter : rouanteleziou Bernicia (Brenec’h e brezoneg) ha rouantelez Deira (Deir e brezoneg). 83. Ar Vreiziz a droas o nerz eneb d’eze. 84. Eun amzer a vrezel a zigoras. Meur a wech ar Vreiziz a drec’has. Eun deiz bennag ma oant bleniet gant Aeddon mab Gavran, e oent kannet gant Ethetfrith, roue an Angled en eun emgann hanvet gant ar Zaozon, emgann Degsastan. 85. Kredi a rer ez eo an emgann-man an hini a zo bet ken brudet dindan an hano a emgann Kattraez, hizio Catterick. Ar Barz Aneurin en eus meulganet emgann Kattraez en eur varzoniez hanvet ar Gododin.