Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 58 -

etre Penda hag ar C’hambro Kadavael Kadommed. Heman a zilezas Penda p’arruas Oswy gant e arme.

14. Pez a c’hoarvezas a varo Penda. — 114. Kuz-heol Breiz-Veur a anavezas Kadavael Kadommed evel gouledig. 115. Kambreïz ar Romania goz a rebeche d’ezan e drubarderez e-kever Penda. Nac’h a rejont senti outan. 116. Aotrouniez Oswy a zigemerjont hag aboue emaint o senti ouz ar Zaozon. 117. Darn aneze koulskoude, kentoc’h eget senti ouz mestrou estren, a zivroas gant o frinsed evit mont, loden e Bro-Gambre, ha loden all en Arvorig.


Distaoladennou Breizad en Arvorig


Kredi reomp ez eo dleet ranna amzer an divroadennou en eun nebeut skouladou.

1. Konan Meriadok. — Biskoaz Konan Meriadok n’ez eo deut, dre vrezel, da lakaat troad war zouar an Arvorig, kement ha ma c’hellomp gouzout en amzer a hizio. N’ez eo ket dleet koulskoude lavarout, evel ma ra meur a hini, n’ez eus bet biskoaz prinz ebet hanvet Konan Meriadok. 3. Konan Meriadok en deus bevet e Bro-Gambre. Gonid a reas evit eur prinz roman (impalaer Ruvein) hanvet Maksen (latin Maxentius ha nan Maximus) eur vroad a oa demdost d’ar Snowdon ha hanvet Llydaw. 4 Skrivagnerien an Amzer-Greiz a reas eul luziaden etre an diou vro, dre ma ’z eo bet hanvet ive Breiz-Izel, Llydaw,