Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 61 -


EIL LODEN


Breiz dindan ar Verovinged hag ar Garolinged. — Ar Rouane


1. Ar Verovinged. — 1. Aboue eun nebeub amzer ar Romaned o devoa lezet ar vestroniez gant ar Franked. 2. Gallo-Romaned an Arvorig o devoa anavezet aotrouniez ar rouane frank p’arruas ar Vreiziz. 3. Ar re-man a felle d’eze mirout o frankiz. 4. Epad hir-amzer, engannou euzus a lakaas ar gwad da redek dre ar vro. 5. Meur a wech ar Vreiziz a reas argadegou war an douarou-beven.

2. Ar Garolinged. — 6. Ar Garolinged a oa galloudusoc’h hag a revine Breiz gant mui a dan. 7. Pepin ar Berr, hag e vab Charlez-Veur, dreist-oll, a zilammas e Breiz. O gonidegez ne bade ket pell. 8. Biskoaz o aotrouniez ne oe anavezet gant ar Vreiziz. 9. Pa zigoueze ar Franked, niverus, ar Vretoned a asante paea ar c’hinnig, hogen azalek distroet ar Franked, ar Vreiziz a zinac’he paea an distera tra. Hag ar brezel a adkroge hebdale.

10. Dindan ren Loeiz Kenta, eun tiern breton hanvet Morvan a ’n em zavas. Rei a reas da genta eul laz pounner d’ar prinz frank. 11. Pa zeuas heman evit an eil gwech, Morvan a oe tapet gant eur strolladen guzet e pad ma oa oc’h ober eun anavezaden gant eun nebeut marc’heien. Morvan