Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 62 -

a oe dibennet. 12. Kement-man a c’hoarvezas e-kichen al lec’h a zo c’hoaz hanvet Menez-Morvan, demdost da Leandi Langonnet e Priziak.

13. Neuze e savas Nevenoë.

3. Nevenoë. — 14. Nevenoë a c’houarne Breiz en hano Loeiz kenta. 15. Pa varvas an impalaer-man ne fellas ket da Nevenoë anaout pelloc’h aotrouniez ar Franked war e vro. 16. Hag ec’h en em zisklerias roue Breiz. 17. Charlez ar Moal, roue ar Franked, a zeuas d’ezan gant eun arme niverus. 18. Ar Vreiziz, kaer o devoa kaout kalz nebeutoc’h a dud, a faezas ar Franked e Ballon tost da Redon. An emgann a badas tri devez. 19. Charlez ar Moal, an Impalaer Frank, a oe ar c’henta o tec’hel diwar an emganlec’h, kuzet gant tevalijen an noz, ken bras anken en devoa rak ar Vreiziz. 20. Goude e drec’h, Nevenoë en em lakaas da urza e rouantelez. Ober a reas daou labour eus ar c’haera : leda ha skoazella ar yez vrezonek, dre ma ouie n’hall eur vroadelez beva hep yez ; breizadi an Iliz a oa en he fenn tud troet eneb d’an hengoun broadel. 21. Sant Konwoion, hag a oe kenta abad Redon, a roas d’ezan ar gaera skoazel. 22. Nevenoë a lemmas Iliz Brelz a zindan aotroniez arc’heskob Tours hag a zavas e Dol eun iliz pennvroadel renet gant eun arc’heskob breizad. 23. Nevenoë a zo bet gwir dad Broadelez Breiz.

4. Hered Nevonoë. — 24. Goude maro Nevenoë, ar brezel a gendalc’has etre ar Vreiziz hag ar