Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 63 -

Franked. Erispoë a drec’has adarre war Charlez ar Moal hag a astennas bevennou Breiz. 25. Herve skridou an amzer-man, Erispoë a rene ar vro bete ster ar Men. 26. An eurvad a badas eur pennad amzer ken n’arruas enebourien nevez : an Normaned.

6. An Normaned. — 27. An Normaned a oa laeron vor diskennet eus an Hanternoz. Gwelet e oent e Breiz er bloaz 843. Erispoë hag e warlerc’hiad Salaün a zalc’has aneze en doujans ouz ar Vreiziz. 28. Hogen pa oe muntret Salaün gant Gourwand, kont Roazon, Breiz, bet unanet gant Nevenoë, a oe rannet e pemp prinselez : Gwened, Roazon, Poher, Leon ha Treger. 29. Rannet evelse, ne oa ken evit herzel ouz al laeron-vor.

6. Alan-Veur. — 30. Alan-Veur, kont Gwened, a drec’has war al laëron-vor. 31. Unani a reas evit eur pennad amzer holl lodennou Breiz hag ar peuc’h a badas pemzek vloaz. 32. Alan a zo bet madoberour e genvroïz.

7. Ren an Normaned. — 33. Goude maro Alan-Veur, an Normaned a zistroas nerzusoc’h eget biskoaz. 34. An dro-man dre ma oa dizunaniet Breiz n’hellas ket enebi oute. 35. An dudigou a chomas en o zier dindan yeo an drec’hourien ; an darn vuia eus ar venec’h a dec’has e Bro-C’hall, o tougen gante relegou ar zent. An darnvuia eus ar pennou uhel a zistroas da Vreiz-Veur o mamm-vro, e lec’h m’o devoa c’hoaz kerent ; ar vro-ze a garent bepred e dounder o c’halon. 36. Ren an Normaned a badas pemp bloaz war-nugent.