Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 66 -

Hoel, kont Kerne dre e dad, ha kont an Naoned dre e vamm. 25. Eureji a reas gant « Havoise » c’hoar da Gonan II hag herez d’an Dukelez.

26. D’ar mare-man e tigouezas gant Breiz-Veur beza laeret gant an Normaned. Meur a aotrou eus a Vreiz a yeas da rei dorn da Wilherm, duk a Normandi, bet leshanvet an Alouber. 27. Gallout a rer zoken laret e oe Gwilherm dleour d’ar Vreiziz en darvoud-man. Biskoaz n’en dije gallet, hep o skoazel, dont a benn da drec’hi war tud ken doujet hag ar Zaozon.

28. D’ar mare-man c’hoaz, spered Bro-C’hall a grogas da ’n em zila e Breiz. 29. Ar giziou gall a oe heuilhet gant an aotroune, hag int a dleje beza gwella skoazel ar spered broadel. 30. Aman eo dleet d’imp gwelet ar c’henta penn-abeg a lakaio Breiz da veza yeoet eun deiz da zont.

31. Alan Fergan a oe her d’e dad Hoel. 32. E 1112 e roas e ziskarg evit mad e vab Konan III. 33. An Duked-man a chomas dalc’hmad unanet gant Bro-Zaoz enep d’ar Franz. Ar vro-man a oe sellet gante evel eun enebourez varvel, kuzet e toull o dor ha dare, e pep amzer, da lammat war Vreiz. 34. Ne felle ket d’eze gwelet ar Vreiziz diliam o tont da veza, evel ar C’hallaoued, sklavourien ar Franked. 35. Ne oe biskoaz, e Bro-C’hall, nemet wardro 20,000 Frank evit gonid ar Vro. Koulskoude ar Franked a roas o hano da Vro-C’hall.

4. An Duked a ziavaez. « Plantagenets ». — 36. Maro Konan III a roas digare d’eur brezel