Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 69 -

vrezelli d’ar Balestina gant eur Groazadeg. 69. Mervel a reas er bloaz 1252, keit ma oa o tistrei da Vro-C’hall.

70. An Duked a zeuas war e lerc’h e oe : e vab Yann Kenta, leshanvet ar Rouz ; mab heman, Yann II ; mab heman, Arzur II. 71. E-pad renadur an tri Duk-man ne c’hoarvezas netra a vrudet. Digemer a rejont mui-ouz-mui plegiou ha giziou Bro-C’hall.

5. Brud vad ha nerz Breiz en Amzer-Greiz. — 72. Kalz a dud vrudet a zo bet ganet e Breiz en amzer-man. Setu aman unan bennag dibabet en o mesk. 73. « Robert d’Arbrissel » a zo bet unan eus ar re o deus gwellaet stad an Iliz. Sevel a reas ive abati brudet Fontevrault. 74. Abelard, skrivagner ha prezeger kaer, a grouas ar gomz reiz er filozofiez hag en doueoniez. Giz e genteliou a zo bet heuilhet epad meur a gantved er Skol Uhel. Abelard a gaze ar yez vrezonek, eur yez hudur, emezan. 75. Erwan Heloury, ganet e maner Kervarzin, demdost da ger Landreger, a zo bet ken brudet evel den santel hag evel breutaer, kenkouls e Breiz hag e Bro-C’hall. Hanvet ez eo bet Breutaer ar beorien. Kemeret ez eo bet evel paeron gant breutaerien ar bed-holl.

76. Lennegez ar Vreiziz a oa brudet ive dre ar bed, er mare-man. 77. Bro-C’hall hag ar broiou-all n’o deus labouret nemet war Danevellou ar Varc’hegiez, savet gant Breiziz Bro-Gambre. 78. An holl vroiou a zo dleourien d’ar Vreiziz war pez a zell al lennegez. 79. Ar Vreiziz a hizio a