Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 70 -

gutuilhfe c’hoaz frouez a vern el levriou hanvet ar Mabinogion, ma vefe troet al levriou-man e brezoneg.


————


PEDERVED LODEN


Brezel an Hered e Breiz


1. Abeg ar brezel. — 1. Yann III a lezas war e lerc’h eur breur hanvet Yann Monfort, a oa, en gwir, her an Dukelez. 2. Yann III ne gare ket ar breur-man, ha gwell e oa bet gantan lezel e gurunen gant e nizez Janned Penteur. 3. Eurejet he devoa houman d’eur prinz Frank hanvet « Charles de Blois ». Charlez Bleiz e oa hanvet e Breiz. 4. Tabut a zavas diwarbenn herez an Dukelez. Yann Montfort a lare gant kalz a reiz vad e oa d’ezan gwiriou ar gurunen. Charlez Bleiz a lare en devoa gwiriou kemend-all, pegwir e oa graet dilez ar gurunen d’e wreg. 5. Setu an daou du an eil dirak egile : 6. An tu broadel hag e oa en e benn Yann Montfort. Ennan e oa ar wir Vreiziz, ar vourc’hizien, ar gouerien hag an darn-vuia eus ar veleien izel, savet etouez bugale ar bobl. 7. An tu estren hag e oa en e benn eur prinz Frank, Charlez Bleiz, skeuden an Enebour, a ren da ren. En tu-man en em lakas noblans vras Breiz, an eskibien, an dud a Iliz a stad uhel, nemet eun nebeudig a oe. 8. E pad ar brezeliou gwalleurus-man eur penbrezelour a oe hag a zeuas da veza meurbet brudet. Bertrand Gwesklin