Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 72 -

eil d’egile pa zeujont da zina peuc’h etreze e Malastreg (Malestroit) (1343).

3. Eil skoulad. — 23. Ar brezel a gendalc’has gant kounnar e-pad nao bloaz. 24. Arme Bro-C’hall a oe argaset e konte Penteur gant an arme zaoz-breton. 25. Houman a heuilhas eben hag a bilas anezi en emgann bras ar Roc’h-Derien, etre Gwengamp ha Landreger. 26. Charlez Bleiz a oe gouliet eno gant eun tenn saez el lec’h hanvet c’hoaz hizio Mitin ar Zaez, ha graet prizonier. 27. E-pad ar brezel-man e kavomp diou skouer eus ar c’haera. 28. Javre Pont-Gwenn, e Lanhuon, e-kreiz an noz, hag en noaz, a zalc’has penn d’eur strollad Saozon. Eun tenn saez a reas d’ezan koueza etouez e enebourien hag ar re-man a droc’has d’ezan e benn.

29. Emgann an Tregont a c’hoarvezas war Lanneg an Hanter-hent etre Joselin ha Plouarmel, etre Zaozon ha Breiziz. 30. Ar Vreiziz a oa bleniet gant Beaumanoir hag ar Zaozon gant Bembro. 31. An trec’h, goude eun emlaz spontus, a chomas gant ar Vreiziz. 32. N’ez eo ket dleet sellout an emlaz-man evel eun emgann etre tud Bleiz ha tud Montfort, kentoc’h e oe etre Breiziz ha Saozon ; koulskoude Breiziz Beaumanoir a oa a du Charlez Bleiz.

33. En 1352, tu Montfort a c’honezas c’hoaz, e Mauron, eun trec’h eus ar c’haera war ar C’hallaoued. 34. Goudrec’h Mauron a dle beza sellet evel par da hini ar Roc’h.

Trived skoulad. — 35. Ne c’hoarvezas netra