Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 74 -

traou herve e c’hoant. 49. An diou armead en em stokas e-kichen Alre, el lec’h m’eman breman ar Chartrouzi. An emgann-man a oa red d’ezi beza koll-pe-c’honid d’an daou enebour. 50. Ar C’hallaoued a gollas. Charlez Bleiz a oe kavet maro e-kreiz an emganlec’h. 51. Gwesklin a oe graet prizonier (1364). 52. Yann Montfort, a oe hepdale anavezet evel Duk a Vreiz dindan an hano a Yann IV.

6. Pez a c’hoarvezas gant brezel Herez Breiz. —- 52. Maro Charlez Bleiz ne reas ket d’ar spered gall c’houita e Breiz. Ar Vreiziz Frankaet a gavas hep dale eur penargadour all. Heman e oe Olier Klison, bet bete neuze e tu Montfort. 53. Ar brezel a grogas eta adarre gant kement a dan ken e oe red d’an Duk Yann mont da glask repu e Breiz-Veur. 54. Charlez V, roue ar Franz, a gredas kaout eun digare dispar da staga Breiz ouz Bro-C’hall. Ar paour kez ! 55. Ar Vreiziz a zeuas d’eze sklerijen ha skiant raktal. Gervel a rejont an Duk Yann. 56. Neuze e oe gwelet eun dra gaer meurbet : Janned Penteur a vougas he c’hasoni goz pa welas ar gwall o vont da goueza war he bro. Dont a reas gant he zud da ’n em lakaat dindan banniel santel an Duk a Vreiz. 57. Daou den bras hepken a dremenas hep ober o dlead, hag a droas bepred o armou enep d’o bro : Klison ha Gwesklin. 58. Heman, divezatoc’h, a zeuas d’ezan keuz bras d’e dorfed. Mervel a reas ekeit ma oa o kelc’hia Kastelnevez-Randon, e galon rannet gant ar morc’hed. 59. Beza ez eus